Ar velestradurezh rannvroel

Ouzhpenn 600 gwazour tiriadel a labour er sez hag er servijoù kreiz e Roazhon. Ar velestradurezh rannvroel, zo dindan aotrouniezh pennrener ar servijoù anvet gant Prezidant ar C’huzul-rannvro, zo enni c’hwezek renerezh (bodet dindan 4 Eilpennrenerezh). En o c’harg emañ prientiñ an divizoù hag imbourc'hiñ war an teuliadoù da lakaat mouezhiañ gant an dilennidi, ha lakaat ar politikerezhioù rannvroel e pleustr.

Lenn roll ar servijoù evit gouzout gant piv mont e darempred er velestradurezh rannvroel

Gwazourien ar Rannvro el liseoù hag er porzhioù

Er Rannvroioù e oa bet fiziet gant ar Stad, e 2006, an degemer, an herberc'hiañ, ar c'hempenn hag ar pretiañ el liseoù, ar porzhioù hag an aerborzhioù rannvroel, ar stummadurioù war ar yec’hed hag ar skoazellerezh ha servij renabliñ ar glad. Ar Rannvro zo neuze implijerez nevez 2700 gwazour zo anezho teknikourien ha micherourien ar servijoù (TMS) el liseoù publik eus ar rannvro a-bezh, un ugent implijad bennak a labour e servij renabliñ ar glad sevenadurel hag un tri-ugent den bennak a labour evit porzhioù-kenwerzh Brest, an Oriant ha Sant-Maloù.

Modifié le


Partagez ce contenu