Filtre en cours : 2015


  1. Dilennadeg-rannvro 2015
    Kuzul-rannvro nevez Breizh

    Le nouvel exécutif régional

    An 83 c’huzulier-rannvro, nevez-dilennet goude votadegoù ar 6 hag an 13 a viz Kerzu, a oa en em vodet d’an 18 a viz Kerzu tremen e sal ar bodadennoù. E-pad an dalc’h kentañ-se e oa bet dilennet ar prezidant nevez, ar vesprezidanted, ha savet ar bodad pad. Grit anaoudegezh gant ar skipailh nevez.

    Assemblée 

    Lire la suite


  2. Hin
    Breizh e Cop 21

    Er Guzuliadeg vedel war an hin e oa bet dileuridi eus ouzhpenn 150 bro e Pariz, etre an 30 a viz Du hag an an 11 a viz Kerzu. Rannvro Breizh he deus degaset he lod ivez evit stourm a-enep direizhamant an hin : greomp ur bilañs eus he obererezh hag eus an abadennoù o deus merket ar bloavezh 2015 war dachenn an hin !

    Économie  Énergie  Développement durable  Cop 21 

    Lire la suite


  3. Bageal-dre-lien
    Aymeric Decroocq, trec’h en Daeadeg Diwanidi Breizh - Kef kengredit

    Aymeric Decroocq, le nouveau skipper Espoir

    Goude bezañ erruet da gentañ er c’hevezadegoù, dirak Pierre Quiroga ha Pierre Rhimbault, eo bet trec’h an Dukarkad yaouank, Aymeric Decroocq, e Daeadeg Diwanidi Breizh Kef kengredit.

    Sport  Mer 

    Lire la suite


  4. Abadenn
    Trofeoù sport 2015 : al loreidi

    Affiche des Trophées du sport 2015

    Gant 26vet Trofeoù ar sport, d’an 19 a viz Du, e oa bet loreet ar gwellañ atletourien vreizhat o deus kaset uhel livioù Breizh war ar podiomoù. Grit anaoudegezh gant al loreidi ha sellit ouzh al lid e bretagne.bzh !

    Sport 

    Lire la suite


  5. Armerzh Breizh
    Graet ur c’hammed nevez gant Breizh Up, ar font rannvroel evit kenarc’hantañ an embregerezhioù

    E miz Ebrel tremenet e oa bet votet gant ar Vodadenn rannvroel ar font Breizh Up, savet evit skoazellañ an embregerezhioù nevezus yaouank e Breizh. Dilennet eo bet e brezidant hag an embregerezh merañ.

    Économie  Innovation  Europe 

    Lire la suite



  6. Divizadoù
    Dalc’h ar 15 ha 16 a viz Here 2015 berr-ha-berr

    Hémicycle du Conseil régional

    Dileuriañ kefridioù sevenadurel nevez, kevratoù meurgêrioù Brest ha Roazhon, programm postañ arc’hant el liseoù… : an divizadoù diwezhañ hag ar pep pouezusañ eus ar breutadegoù a oa bet e dalc’h diwezhañ ar C’huzul-rannvro dre video.

    Assemblée 

    Lire la suite


  7. Ekonomiezh niverel
    « Invest in cyber" d’ar 15 ha d’ar 16 a viz Here 2015

    Visuel de la manifestation

    Ar sibersurentez a vez lakaet da dalvezout e kalz gennadoù. E Breizh, ma’z eus ur filierenn o tiorren war an dachenn-se, e vo aozet abadenn gentañ ar vodadeg aferioù « Invest in cyber ».

    Numérique 

    Lire la suite


  8. Armerzh sokial ha kengret
    « Breizh Oberiant » a ro lañs d’ar c’hrouiñ obererezhioù hag implijoù

    L'EpicerieVue intérieure de la coopérative « Saveurs Locales » ouverte en 2015 par la société coopérative d'intérêts collectifs « Coop'idées » à Mézières s/ Couesnon

    Gant Breizh Oberiant e vez harpet labour krouiñ hag obererezhioù an embregerezhioù bihan, ar c’hevredigezhioù, ar c’hevelourioù. Abaoe ugent vloaz zo emañ ar framm-se e servij an armerzh sokial ha kengret en hor rannvro.

    Emploi  Développement durable 

    Lire la suite


  9. Stummerezh kentañ
    Al lise-mor Florence-Arthaud o tigeriñ e Sant-Maloù !

    vue extérieure du lycée bardé de bois

    Al Lise-mor-se, ur skouer a-fet ekosaverezh, a zigor a-benn distro-skol 2015 e Sant-Maloù. Digoret e vo ent ofisiel digwener al lise micherel, a zo bet lakaet dezhañ anv ar verdeerez Florence Arthaud aet da Anaon er bloaz-mañ, ha digeriñ a raio e zorioù d’an holl d’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo.

    Formation  Jeunesse 

    Lire la suite