Filtre en cours : mars 2018


  1. Treuzdougen war vor
    Moret eo Breizh Nevez I

    Moridigezh Breizh Nevez

    D’an 29 a viz Meurzh e oa bet moret al lestr chalbotat nevez eus flodad Breizh, a vo karget eus al linenn etre an Oriant hag Enez-Groe adalek an 30 a viz Meurzh e-plas ar vag Saint-Tudy. Eno e oa Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, ha Gildas Lagadec, prezidant Kompagnunezh ar Mor Bras.

    Mer  Transport 

    Lire la suite


  2. Ekonomiezh
    Luskat ar « Breizh Fab » evit modernaat an industriezh e Breizh

    A-viskoazh eo bet Breizh ur vro a industriezh ha ret eo dezhi delc’her da vezañ ! He c’hevelerien evit diorren hec’h ekonomiezh (Stad, Rannvro, industriourien) o doa sinet « steuñv industriel Breizh 2020 » d’ar Meurzh 27 a viz Meurzh kement hag adlavaret o bolontez boutin dezho-holl : ur stignad tiriadel, « Breizh Fab » e anv, diazezet war dri ahel...

    Développement économique  Emploi  Innovation 

    Lire la suite


  3. Breizh Kas Uhel-kenañ : buanoc’h-buan e stalier ar wienn optikel
    Terkañ an tiriad

    Hiziv o deus kadarnaet strollegezhioù Breizh, bodet er poellgor sindikad Megalis Breizh, ar gartenn evit staliañ ar wienn optikel er rannvro e 2019-2023 (prantad 2). Ur bazenn nevez eo hag a vasto da c’hoantoù ar Bretonezed hag ar Vretoned da staliañ buanoc’h-buan ar c’has uhel-kenañ e Breizh a-bezh.

    Lire la suite


  4. Cheñchamant
    An Amoko Cadiz a rank digeriñ un oadvezh nevez

    D’ar 16 a viz Meurzh 1978 e reas peñse an Amoko Cadiz war aodoù Breizh, ar pezh a zegasas unan eus ar gwashañ lanvioù du en istor. Tro hon eus evel-se da zerc’hel soñj eus ur stourm en deus digoret un oadvezh nevez evit ar surentez war vor, met ivez d’en em dreiñ war-zu an dazont evit buanaat ar cheñchamant e Breizh.

    Lire la suite


  5. Yezhoù Breizh
    Mizvezh ar brezhoneg ha mizvezh ar gallaoueg !

    E miz Meurzh e vo enoret yezhoù Breizh gant « Mizvezh ar Brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du Galo » ! Pe e vefe gant stummadurioù, obererezhioù sevenadurel pe binvioù burevek, digarez a vo roet deoc’h d’ober anaoudegezh gant an doareoù a vil vern zo d’ober, bemdez, gant unan eus hon div yezh, ha perak pas gant an div.

    Langues De Bretagne 

    Lire la suite