Filtre en cours : archives


  1. Divizadoù
    Pep tra diwar-benn budjed 2018

    D’ar 15, 16 ha 17 a viz C’hwevrer e oa bet votet budjed ar Rannvro evit 2018, 1 538 M€, gant an 83 a guzulierien-rannvro. Kendivizet o doa ivez war ar strategiezh a-fet touristerezh, war ar poent m’eur en em gavet evit ar c’has uhel-kenañ, war adreizhañ ar politikerezh tiriadel… Adkavit ar pep pennañ eus budjed 2018 hag an holl gendivizoù e video e...

    Lire la suite


  2. Galv da destoù
    Buhez ar c’hevredigezhioù : deuit da zougen testeni !

    D’ar Sadorn 14 a viz Ebrel, e Sant-Brieg, e vo dalc’het Azezoù buhez ar c’hevredigezhioù e Breizh, war an tem « Cheñch a ra ar bed, ar c’hevredigezhioù ivez ! ». Oberiant oc’h en ur gevredigezh ha fellout a ra deoc’h lakaat obererezhioù ar c’hevredigezhioù da vont war-raok ? Deuit da zougen testeni en ur mod fetis, d’an dud all d’anaout ar pezh a r...

    Lire la suite


  3. Krouiñ klewelet
    « Fin Ar Bed », ur stirad e brezhoneg penn-da-benn

    Sellit ouzh « Fin Ar Bed » er skinwel pe dre ar web : un heuliadenn filmoù web ha skinwel empentet, sevenet, troet ha produet e Breizh gant skoazell ar Rannvro !

    Breton 

    Lire la suite


  4. Lid
    Trofeoù ar sport e 2017 : al loreidi

    lauréats 2017 des Trophées du sport

    Ur wech ouzhpenn, gant an 28vet Trofeoù ar sport eo bet enoret ar gwellañ sportourien vreizhat o deus degaset brud vat war anv Breizh war ar podiomoù e-kerzh ar bloaz-mañ. Roet e oa bet ar prizioù d’al loreidi d’ar 7 a viz Kerzu gant ar marc’hhouarner Warren Barguil, paeron al lid er bloaz-mañ.

    Sport 

    Lire la suite


  5. Kemm ekologel
    Ajañs ar vevliesseurted e Breizh

    Ac’hann da fin 2017 e tlefe an Ajañs da zont evit ar vevliesseurted e Breizh bezañ lakaet da vont en-dro. Krouet eo da-geñver Cop ar Rannvro a oa bet lusket en nevez-amzer diwezhañ. Kerkent ha lakaet da vont en-dro e ranko reiñ lañs da veur a chanter evit gwareziñ hag adsevel an ekoreizhiadoù.

    Biodiversité  Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  6. Bannoù-treset
    « Tintin en Amerika » embannet e brezhoneg

    Image de la couverture de Tintin en breton

    Dimerc’her diwezhañ e oa deuet « Tintin en Amerika » er-maez. Ar wech kentañ eo d’al levr-se da vezañ embannet e brezhoneg. Abadennoù sinañ an embannadur nevez-se e-kerzh Festival al levrioù e Karaez d’ar Sadorn 28 a viz Here adalek 3 eur gm hag er stal-levrioù M’enfin e Roazhon da 6 e d’abardaez d’an 3 a viz Du !

    Arts  Culture  Langues De Bretagne 

    Lire la suite


  7. Stummañ hag implij
    Grit ho mad eus ar skoazelloù rannvroel d’ar stummañ !

    Cheñch micher, dibab e hent, gwellaat e varregezhioù pe lakaat anezho da vont diouzh ezhommoù nevez : evel Ludovic, Annie ha Claude, grit ho mad eus ar stummadurioù hag eus ar skoazelloù rannvroel a-hiniennoù evit en em stummañ war ur vicher hag a ray berzh en amzer-da-zont !

    Emploi  Formation  Entreprise 

    Lire la suite


  8. Ar brezhoneg war ar pemdez
    Tremenit ho tiplom barregezh war ar yezh e brezhoneg (DBY) !

    Krouet eo bet, er bloaz-mañ, an diplom kentañ war ar brezhoneg anavezet evit an dud deuet : an DBY e brezhoneg. Testeniañ a ra, evit Europa a-bezh, e vezer barrek d’ober gant ur yezh. Ma fell deoc’h tremen anezhañ (gant sikour ar Rannvro), lakait hoc’h anv enlinenn a-benn an 13 a viz Mae !

    Lire la suite


  9. Bodadenn-rannvro
    Cheñchamant prezidant er C’huzul-rannvro

    Jean-Yves Le Drian et Loïg Chesnais-Girard

    Prezidant Rannvro Breizh, addilennet e miz Kerzu 2015 evit an 3e gwech diouzhtu, en doa komzet d’an 2l a viz Mezheven, gant Loïg Chesnais-Girard, e Vesprezidant 1añ, dirak e vuianiver ha goude-se dirak ar Bretonezed hag ar Vretoned dre hanterouriezh ar gazetennerien.

    Assemblée 

    Lire la suite


  10. Galv da raktresoù
    Renabliñ : krogit e-barzh glad Breizh !

    Servij renabliñ ar glad en deus lakaet e luc’hskeudennaoueg kaer enlinenn, 500 000 foto enni, ha roet en deus lañs d’ur galv da raktresoù evit kouviañ an holl Vretoned da binvidikaat an dalc’hadoù skeudennoù-se.

    Culture  Patrimoine  Territoire 

    Lire la suite